Le professeur
Bet kelenner àr an SVD en deskadurezh stad epad 15 blez, kelennet 'm eus an dañvez-se get youl ha plijadur. Ar un dro get ma micher am eus pleustret kalzig hentennoù disheñvel an arzoù brezel (karate, Wushu, Tai ji ha goude Muai Thai) epad 7 blez. En 2009 e dreuza hent ma buhez get kani ar yoga (dre zegouezh?) hag a vuzul ma 'an pelloc'h ha donnoc'h geti e zizoloan penaos ez eus kalzig muioc'h a-dreñv ar ger "yoga" evit labour ar c'horf (daousto dezhañ boud ur pezh gwir ag an hentenn).
En 2016 e choejan lakaad stur ma buhez àr-zu ar yoga da vad ha prientiñ 'ran epad daou vlez ar c'hemm braz-se. En em stummiñ 'ran d'ar gelenneriezh dre daou staj "leun amzer" (kar dañvez zo ken a zo!) en Ashram de yoga Sivananda e Neuville aux Bois (TTC da viz ar foen 2016 et ATTC da viz ar foen 2017). Ar un dro get ar stummadur e gelennan d'am c'heneiled er liseioù tro àr dro hag er ger get tud youlet.
En 2018 en em stalian e Kemperle ha digoriñ ar stal yoga Aven Yoga.
E miz gwenholoñ 2019, dilojeiñ 'ran evit moned da Lambal, lec'h m'eo staliet bremañ "Aven Yoga Lambal".