
Petra eo ar yoga?
Doned 'ra ar ger "yoga" ag ar Sanskrit. Sinifi 'ra dre vraz "liammiñ / ereiñ / unaniñ". Gwrizienn ar gerioù saozneg "yoke", galleg "joug" ha brezhoneg "Yev" eo.
Un doare da adliammiñ ar spered hag ar c'horf an heni eo, dre labourad àr an anal hag ar meditasion dre skwer (Hentenn an emskiant hollek).
An asanaed (Emstummoù ar yoga) n'ind nemed arouez a lodenn "korfel" labour ar yoga. Dre ar re-se 'taer a benn da souplaad ha da greñfaad, ar pezh a sikour get an den da chom epad pell amzer en emstummoù meditiñ, a zigass gwaed fresk ha linf d'an holl organoù ha sikour get ar boued da voned àr raog (efeduz eo eneb ar c'haleter).
Ouzhpenn ur maner giminas eo ar yoga 'p'emañ e bal (a vuzul ma 'taer boaz d'an hentenn) doned a benn a vestroniiñ an anal ha moned dre-se 'barzh pep asana en un doare emskiant rik, hollek.
Evit prederouriezh India, pleustriñ àr ar yoga a denn ivez da glask liammiñ an Atman get ar Brahman (de lared eo an enev hinienel d'an Enev Hollvedel) evit gelloud achapiñ ag ar Samsara (Kelc'h/sikl an adc'horfiñ)


